Ne zeu ket ar pep brasañ eus ar c’hoñchennoù a glever e Breizh diwar ar Venec’h ruz eus ar Grennamzer. Eus ar XVIIvet kantved e teu lod anezho, evel an div goñchenn bet dastumet e 1636 e Dinan hag e Gwened gant Dubuisson-Aubenay e-kerzh e veaj e Breizh. En XIXvet kantved e oa bet krouet ar pep brasañ anezhe e gwirionez. D’ar mare-se e oa bet lakaet menec’h an Templ da dud fallakr, ar Venec’h Ruz anezho, bet skrivet kement a draoù war o c’hont e Breizh. Kaerañ danevell zo eo gwerz an Tri Manac’h Ruz, bet dastumet gant Kêrvarker en e Varzaz Breiz, digant ur glaskerez-vara eus Nizon. Kaoz zo enni eus marv kriz Katellig ar Moal, bet gwallet gant tri Manac’h Ruz ha bet veñjet diwezhatoc’h gant ar c’hrouadur bet ganet diwar an torfed-se. C’hoarvezet e vije an darvoud-se e tro an XIIIvet hag ar XIVvet kantved pa oa Alan Morel eskob Kemper. Danevelloù a seurt-se a gaver e lec’h all estroc’h evit e Breizh-Izel. Bezañ zo dioute e Bro C’hallo ivez, evel an hini bet embannet gant Louis-Christian Gautier, diwar ar pezh a oa bet dastumet e Gwerc’h-Breizh (La Guerche) gant Michel Lascaux e 1974, diwar Menec’h Ruz, torfedourien ha falskredourien anezho, tonket da vezañ devet gant tan an ifern. Estroc’h evit brud fall a vez taolet war ar Venec’h Ruz gant mojennoù Breizh koulskoude, daoust d’ar pezh a greder alies. Damgomprenet e oa bet kement-mañ gant Amédée Guillotin de Corson, e tro an XIXvet hag an XXvet kantved p’en doa treuzkaset ur goñchenn veuleudius diwar-benn mestr an Templ bet o sikour ul laer deuet morc’hed dezhañ, en doa savetaet e vuhez. Liv ur galloud dreistordinal an hini zo taolet war skeudenn menec’h an Templ gant an hengoun, forzh e vije heuzus pe meuleudius an daolenn. Displeg a ra kement-mañ petra zo kaoz eo chomet ken bev an hengoun anezho betek an deiz a hirie.
gwerz an Tri Manac’h Ruz
http://per.kentel.pagesperso-orange.fr/an_tri_manac_h_ruz1.htm
https://fr.wikisource.org/wiki/Barzaz_Breiz/1846/Les_Templiers,_ou_les_trois_Moines_rouges