Er Stad c’hall eo diazezet aozadur ar strollegezhioù lec’hel war derezioù arbennikaet ha « kempouezhet » dre vertuz ar bloc’hadoù barregezhioù. Hervez ar poell-se zo bet dasparzhet barregezhioù a seblant bezañ kempoell kenetreze eus an eil strollegezh d’eben. Tarzhet eo poell ar bloc’hadoù barregezhioù e mil tamm avat diwar startijenn ar strollegezhioù en o folitikerezhioù publik. Bezañ m’eo arbenik, sañset, pep strollegezh war dachenn-mañ-tachenn an obererezh publik, n’int ket evit mirout a soursial eus pep tra avat. Rak boudoù dilennet zo anezhe, pep hini war he ziriad, gante ur varregezh war gement tra a denn d’an interest publik (ar c’homunioù), pe barregezhioù dispis awalc’h (rannvroioù, departamantoù) evit ma yafent da beuriñ en tu all d’ar gloued e kement prad an dachenn bublik war o ziriad. Rak hervez poell yael ar gwir evel m’emañ, e c’hell kement strollegezh lec’hel soursial eus krafoù a denn d’an obererezh publik en tiriadoù (komun, departamant, rannvro) adal ma ne ya ket re en tu all d’he barregezh, ha pa ne vije reolenn pe skrid ofisiel ebet o kadarnaat e c’hellje en ober. Ur gwir sklabez ensavadurioù berniet kouch-war-gouch, mesket o barregezhioù hag o boujedennoù ken ez eo deuet da vezañ digomprenapl gant ar geodediz a vez tailhet gante, sell aze petra eo deuet an digreizennañ « mod gall » da vezañ, tregont vloaz goude ma oa bet kroget ganti.
Corps de texte
Thématique
Type d'article