Submitted by Anonyme (not verified) on
Corps de texte
Pinvidigezhioù dic’hortoz al lanneier, ganet diwar paourentez an douar, zo bet kanet gant an holl skrivagnerien gwitibunan, awenet gant al lanneier ha tomm o c’halon da Vreizh.

A drugarez d’an darempredoù spis en doa gant al lanneier - a oa koulz hag e ardremmez-eñ - en doa tapet René a Gastellbriand (1768-1948) skarzhañ ar skeudenn reuzeudik a veze gwisket dezhe d’ar c’houlz-se.

« Gwastoù am eus treuzet kent mont er gêriadenn-se : deuet eo ar ger-frank se din, diwar hon yezh kent, pa  zere gwelloc’h evit forzh pehini all ouzh an digenvez m’eo al lann, ur ger hag a dalvez koulz ha douar. Ouzhin-me, mabig paour Breizh, e tere gwastoù Weissenstadt : ma bod ha ma zrevadoù eo ar brug ; n’eus bleuñv ebet nemet o reoù na goazhont ket p’o fichañ ouzh bruched ma forpant. »

Ouzhpenn ur c’hantved war lerc’h skrivagner Les Mémoires d’outre-tombe e reas André Breton (1896-1966) anv dioutañ e e Divizoù, bet embannet e 1952 :

« Perzh eus al lanneier on-me ivez. Alies eo bet drailhet ma spered gante. Ma c’halon avat a domma ouzh skleur o zan-foll. »

Kement-all gant Julien Gracq (1910-2007) pa skrive en e romant Au château d’Argol :

« E-leizh e tispake bleunioù uvel Breizh neuze, he zouelloù dister anezhe : paotañ a rae balan, lann ha  brug war al lanneier e lec’h ma rae Albert marc’hekadennoù diziwezh bemdez.»

Evit Charlez Kentreg (1926-2008), bet ganet e Pleskob, e oa tost-tre e santadurioù ouzh reoù Kastellbriand :

«  Bro ma bugaleaj eo al lanneier ha ne fell ket din kaout bro all ebet. N’eus seurt n’am bije ket tennet dioute, eus ar goulou a zegas frealz d’am c’halon betek an oabl a welan e don daoulagad ma mignoned. Lann zo ac’hanon dres evel ma zo mor eus reoù all. »

Thématique
Type d'article