Submitted by Anonyme (not verified) on
Corps de texte

Emdroadurioù douaroniel ar Brezhoneg he deus anavezet kemmoù geografek. Savet eo ar yezh diwar perzhioù yezhoniel rouestlet disheñvel an eil ouzh egile war dachenn Breizh-Izel, daoust da-se e savont un undalc’h yezhel. Pa glever an droienn distaget alies-kaer : «« N’eo ket memes brezhoneg » e c’heller soñjal ez eus doareoù-komz disheñvel eus ur barrez d’eben, padal n’eo ket : pep doare-komz lec’hel a zo dibar, dre m’eo diwanet diwar berzhioù yezh a gaver e lec’h all ivez. Savet eo bet an anaoudegezh eus ar c’hemmoù geografek-se diwar an dastumadeg roadennoù war doareoù-komz ar bobl adalek dibenn an XIXvet kantved, ha goude-se a-drugarez d’ar c’hartennaouiñ reizhadel eus ar roadennoù e-barzh an atlas yezhel (Pêr ar Rouz, 1924 ha Yann an Du, 2001).

Gant studi geo-yezhoniel lod eus ar c’hartennoù-se (Falc’hun1953) eo bet donaet anaoudegezh istor ar Brezhoneg (pouez an ekonomiezh, an harzoù naturel evel ar menezioù pe ar stêrioù, perzh Karaez hag hini porzhioù-mor Breizh-Izel, da skouer), hag alese e c’heller mont dreist an disparti eeunaet e peder rannyezh hervez harzoù an eskoptioù. Ha gwir eo e weler ul linenn-skej e‑kreiz ar vro, tro-dro da Garaez, hag o vont war-zu Kerne-Izel ha betek Bro-Dreger, betek Bro-Ouelo a-wechoù zoken, hag a ra an disparti gant an div lodenn  yezh a reer Brezhoneg Leon (a ya gwechoù zo betek Treger Penn-ar-Bed ha Menez Are, ha betek ledenez Kraozon hag ar C’hab zoken), ha Brezhoneg ar Gevred (Bro-Wened ha pelloc’h, Bro-Ouelo a-wechoù, ha betek Kemper gwechoù all zoken). Miret ez eus bet en div lodenn-se stummoù yezh a-gozh, heñvel a-wechoù, padal e kaver stummoù modernoc'h hag unvanoc’h el linenn-skej e-kreiz ar vro.

Thématique
Type d'article