Submitted by Anonyme (not verified) on
Corps de texte

Gant ar beleg kembreat E. W. L. Davies, en doa bet tro da chaseal an hu er Menez Are tro 1855, en deus degaset deomp un testeni en-eeun diwar-benn an darempred etre ar Vretoned hag ar bleizi : « Poanius e oa an aergelc’h goude ma oa aet da get merc’hig ur peizant eus trowardroioù an Uhelgoad. Ur paour-kaezh plac’hig c’hwec’h vloaz a oa bet roet dezhi un dañvadig du d’ober war-dro, evel ma reer da gustum er vro-se [...]. Start ha divrall eo kredenn ar beizanted ne vez morse taget an dud gant ar bleizi [...] neuze a oa bet harao war-lerc’h ar bleiz e-pad devezhioù ha sizhunvezhioù zoken. Graet o doa peizanted zo o soñj : ar bleiz-garv e oa ! C’hwech sizhun a oa tremenet pa voe adkavet ar plac’hig gant ur glaouer. Aet da oa da heul ar bleiz en doa kaset he dañvad gantañ !»

E gwirionez e soñje d’ar Vretoned ne oa ket« normal » e vefe ur bleiz o tagañ an dud. Ha gant-se e oant a-du gant an dud da vare brezel ar re Unanet (e dibenn ar XVIvet kantved) hag a ginnige an displegadenn-se, hervez ar chaloni Moreau : « Troioù-gwidre a seurt-se gant al loened-se a denn eus troioù ar brezel, ha neuze e oa en em lakaet e spered an dud ne oant ket bleizi naturel anezho, met soudarded bet marvet ha deuet a varv da vev dindan stumm bleizi [...] hag alese e vez kustum an dud vunut d’ober «tud-bleiz» eus outo en o yezh ».

Pa soñjer mat, an doare anavezetañ da aspediñ ouzh ar bleizi a veze just a-walc’h da zispartiañ an dañjer bihan – ar bleiz – en ur bediñ sant Herve, diouzh un dañjer bras – krouet gant an diaoul – en ur bediñ Doue : « Mard emaout Gwilhou, dre sant Herve, tec’h kuit ; mard emaout Paol Gorneg, en anv Doue, kerzh alese ! »

Thématique
Type d'article