Submitted by Anonyme (not verified) on
Corps de texte

Pa skrive ar gazetennerien pennadoù diwar gweladennerien dimantroù miz mae 68 ne veze kaoz gante nemet eus Pariz ha, spisoc’h c’hoazh eus ar c’harter latin e lec’h e oa bet savet ar pep brasañ eus ar sparloù-straedoù. Arvest meur miz mae 68 an hini a voe, beuzet gwagennoù ar radioioù hag an tele ha duet pajennoù ar c’hazetennoù gantañ. Hag ar Barizianed, ha tud ar banlev d’o heul, da zont da birc’hirinañ war al lec’hioù a oa bet kaoz diwar o fenn e kement media a oa. Hag ur c’hazetenner, d’an 13 a viz mae e Paris Jour, o werzaouiñ diwar « familhoù a-bezh deuet war o fouezig da vale a-hed hag a-led e karter ar sparl-straedoù, o sellet etre bam ha heug ouzh ar ruioù bet dibavezet, bruzunoù gwer stlabezet ha frammoù gweturioù suilhet a lec’h da lec’h warne. Ha kazetennerien France-Soir da luc’hskeudeniñ ar pennoù-klapez, o mikinik-foto tro d’o c’hoûg, o foltrediñ kement ha ma c’hallent al lec’hioù ma oa bet kann etre an archerien hag ar studierien e-pad an noz kent.

Foar ar glapezien-se ne voe ket diouti e Breizh. Ne oa ket bet savet e Breizh sparloù-straedoù bras ha ne gavas ket ar bernioù patatez ha kaol fleur, bet disac’het gant ar venajerien war hentoù departamant aodoù-an-Hanternoz dreistoll, kalz a c’hras digant danvez arzourien o luc’hskeudennerez. E lec’hioù zo e teuas tud da guriusat en-dro d’an distrujoù memestra, evel ar frioù-furch a weler ur strobad anezhe e-tal savadurioù drailhet prefeti Naoned, war al luc’hskedennoù bet staget gant an is-brigadier Konnan ouzh e rentañ-kont d’an 29 a viz mae diwar an distrujoù-se. E Naoned avat ne c’hellas ket ar c’hlapezien tostaat d’al lec’hioù ma oa bet reuz enne, er c’hontrefed eus touristed sparloù-straedoù Pariz.  Ne voe ket eus Dark tourism eta, da lâret eo eus an douristelezh zu a weler bremañ o tiwanañ en-dro d’al lec’hioù c’hwezh ar marv, ar brezel hag an dismantroù bras warne.

Thématique
Type d'article