Submitted by Anonyme (not verified) on
Corps de texte

Hawiz (tro 1030-1072), merc’h Alan III ha Berta Bleaz, c’hoar hag hêrez an dug Konan II. Kontez Roazhon ha dugez Breizh etre 1066 ha 1072. E 1058 e timezas gant Hoel, kont Kerne e 1058, a voe dre an eured‑se dug Breizh etre 1066 ha 1084.

Berta Kerne (Berta Breizh) (tro. 1119- tro. 1156), merc’h ha pennhêrez d’an dug Konan III ha da Vatilda Bro-Saoz, Berta a voe dugez Breizh etre 1148 ha 1156. E 1135 e timezas da Alan Pentevr, anvez ivez Alan Breizh, pe Alan an Du, kont Richmond. Addimezet e voe da Eudon II, beskont Porc’hoed, a voe dre an eured-se dug Breizh etre 1148 ha 1156.

Konstanza Roazhon (1161-1201), dugez Breizh etre 1171 ha 1196. Dimeziñ a reas e 1181 da Jafrez II Plantagenet (1158-1186), mab da Herri II Plantagenet, roue Bro-Saoz, a zeuas neuze da vout dug Breizh etre 1181 ha 1186. Addimeziñ a reas e 1199 da Guy Thouars, dug rejant etre 1203 ha 1213.

Alis Thouars (v. 1200-1221), dugez Breizh etre 1203 ha 1221. E 1213 e timezas da Bêr Dreux (Pêr iañ Brizh‑kloareg,1187-1250), eil mab da Roperzh II Bro-C’hall, kont Dreux ha Braine, hennezh mab-bihan da Loeiz VI, roue Bro-C’hall ha da Yolande de Coucy. Gant an dimeziñ e teuas Pêr Dreux da vout dug Breizh etre 1213 ha 1237.

Janed Pentevr (1319-1384), dugez Breizh a-drugarez da ziferad Conflans e 1341 e 1337 e timezas Charlez de Bleaz (1319-1364), eil mab da Guy de Châtillon, kont Bleaz ha Dunois, ha da Varc’harid Bleaz, c’hoar da Fulup VI, roue Bro-C’hall.

Anna Breizh (1477-1514), dugez Breizh etre 1488 ha 1514,rouanez Bro-C’hall dre ziv wech goude-se etre 1491 ha 1514 dre m’eo bet euredet gant Charlez VIII ha Loeiz XII.

Moal Laurence, Les Duchesses de Bretagne. Histoire d’un pouvoir au féminin, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2020.

Thématique
Type d'article