Submitted by Anonyme (not verified) on
Corps de texte

Er familh de Gaulle ez eo ar jeneral Charles an hini brudetañ, hep mar ebet. Un hinienn all eus lignez gwaz an 18 a viz Mezheven a c’hell sachañ hon evezh, avat : e eontr an hini eo, Charles e anv-badez da hennezh ivez. Ganet e oa Charles de Gaulle-se d’an 31 a viz Gouere 1837 e Valenciennes, e departamant an Norzh, hag ez eus bet anezhañ unan eus ar Geltomaned, re ul luskad soñjoù eus an XIXvet kantved. Fall-tre e oa e yec’hed, hag eñ yaouank c’hoazh, setu ma oa en em daolet abred e-barzh ar studi yezhoù, desket brezhoneg gantañ hag ivez kembraeg. N’eo ket bet seizhdaleetoc’h o kemer « Barz Bro C’hall » da anv-pluenn zoken. Eus al levrioù hepken e teue e anaoudegezh eus Breizh da zigentañ, rak e gorf, nammet gant ar poliomielit sur a-walc’h, ne roe ket tu dezhañ da guitaat na Pariz nag e ranndi er ru Vaugirard. Ar pezh ne viras ket outañ a’n em ouestlañ penn-da-benn da Vreizh.

Mab da Vreizh eta, lezvab na pa ve, Charles de Gaulle a ziviz gouestlañ e holl vuhez da zifenn ar brezhoneg ha da c’houlenn ma vefe kelennet ar yezh-se er skolioù da gentañ penn. Gwelet a reer ivez e anv war roll an aozerien da geñver ar c’hendalc’h keltiek e Sant-Brieg e 1867. Bez’ ranker lavaret avat emañ eontr ar Jeneral eus an tu politikel mirour, eus kostezenn ar gilstourmerien zoken. Disklêriañ a ra bezañ unan eus diskibien Kervarker, oberour Barzaz Breiz. Emañ tost ivez ouzh an istorour Arthur Lemoyne de la Borderie, ha kenlabourat a ra ingal gant ar Revue de Bretagne et de Vendée. War ar gelaouenn-se eo e embann e 1864 ur pennad gallek anvet « Les Celtes au XIXe siècle. Appel aux représentants actuels de la race celtique ».

Charles de Gaulle a varvas d’an 1 a viz Genver 1880 e Pariz, met un distro souezhus a reas dirak an dud, dre berzh e niz, pa lavaras hennezh un dornad eus gwerzennoù brezhonek e eontr e-korf ur brezegenn vrudet distaget gantañ d’an 2 a viz C’hwevrer 1869 e Kemper. Dougen bri a rae ar Jeneral da unan eus e familh, ya laouen, met soñjoù politikel a oa gantañ a-dreñv ivez. Evit krouer ar Vvet Republik e oa aze un digarez da glask dihentañ war e du ur prezeg nevez, a-berzh ur gostezenn ledan, a yae eus Unvaniezh Demokratel Breizh da Talbenn Dieubiñ Breizh (FLB), hag a oa krog da neuze da vezañ selaouet gant lod.

Thématique
Type d'article