Submitted by Anonyme (not verified) on
Corps de texte

Gant gloan e vez savet kabigoù an aod , ha dizintrus e vezont, diaveler ha tomm ouzhpenn-se, daoust ma n’int ket doublet. Warno e kaver ur c’habuch, skoazioù hag ur c’hodell gof, a dalvez da wareziñ e zaouarn. Ar mezher a ya d’ober ar c’habigoù, a veze graet «frok» dioutañ gwechall, zo didreuzus dre m’eo bet kommet ha gwiadet start-tre. Kranellet eo bordoù an danvez evit mirout ma bilhoustennfe. Dre ma veze a liv kriz e veze graet «kab gwenn» deus outo gwechall, a-raok ma teufe an anv «kabig» da gemer e blas tro ar bloavezhioù 1950. Degaset e oa bet al livioù glas ha ruz d’ober ar bordoù a oa arouez an embregerezh Morin e Dieulefit e departamant an Droma, ha kemeret o doa plas mezher o tont eus Montalban (Tarn-ha-Garona) hag an Isèra, just war-lerc’h ar brezel. E Bro-Leon e veze ar c’hemenerezed oc’h ober gant ar mezher-se a zeue eus gevred ar Frañs, hag e kinklent tu-raok ar c’habigoù gantañ, betek ma voe dilezet gant an embregerezh Morin er bloaz 1959.

Thématique
Type d'article