Submitted by Anonyme (not verified) on
Corps de texte
Diouzh ar glaveier, diouzh ma vez miret an dour en douar, ha diouzh ma red hemañ davet ar mor emañ stad ar pourvez-dour. Evit ar glav, ne vank ket e Breizh, peurliesañ. Ar c’hondon, an douaroù hag an torosennadur avat ne sikour ket o doareoù mirout ar mad-se, ken prizius d’an dud ha d’o obererezh.

Rouez an dour a-wechoù

Bezañ zo eus Breizh menezioù kozh, kerreizh o hin, war aodoù Europa ar Meurvor Atlantel. Evit doare ne dlefe ket an tiriad-mañ dioueriñ dour. Sec’hor a vez koulskoude, div wech ar bloaz d’an nebeutañ, ha n’ec’h aio ket an dra-se war wellaat, sur, bep m’ac’h aio an hin war dommaat er bed a-bezh. Ur c’hard nebeutoc’h a c’hlaveier a vefe a-benn fin ar c’hantved-mañ, hervez rak-jedadennoù ar GIEC. Dour e-leizh (eus 800 da 900 mm well-wazh, hervez al lec’h) ha glaveier reoliek zo evit c’hoazh avat.

Rouedadoù-stêrioù liesseurt

Kemmoù bras zo avat eus an eil lec’h d’egile diouzh an torosennadur ha diouzh ar c’hondon. Boas e vezer da enebiñ rouedadoù stêrioù kornog ar Vro ouzh reoù ar reter, a-bep tu d’ur vevenn a c’heller tresañ eus Sant-Brieg da Wened.

Perzhioù heverk rouedad ar stêrioù e Breizh

  • E kornog ar vevenn-se ez eo uheloc’h an torosennadur (250 m well-wazh). Glaveier fonnusoc’h a vez eno (eus 900 mm well-wazh da 1 200 mm er Menez Are hag er Menezioù Du) o kouezhañ hag o redek war ur c’hondon greunvaen na c’hell ket mirout kalz eus an dour-se. Stêrioù berr (nebeutoc’h evit 100 km) eo stêrioù Breizh-izel, fresk-mat o dour, herrek o red, serzh o dinaou, en em daol buan er mor.
  • Er reter eo izeloc’h hag un tamm sec’hoc’h ar vro (800 mm), mein goueledennet (mein sklent) he c’hondon. Ledanoc’h eo rouedad stêrioù Breizh-Uhel (ar Wilun, an Oud, ar Meu hag o adstêrioù), dister o dinaou ha tommoc’h an dour enno en hañv (24-25°).

Un enebiezh all zo avat ha n’end eo ket dister anezhi evit a sell ouzh buhez an dud dreist-holl : ar c’hemm a zo etre dinaou su Breizh ha hini norzh ar Vro, enket etre kein ar Vro ha Mor Breizh. Kalz sershoc’h eo eta stêrioù berr Mor-Breizh, nebeut a adstêrioù dezhe, a red davet ar mor evel stêrioù-froud ar menezioù-uhel (ar Penze, ar Jarlo, al Leger, an Trev, al Leñv, ar Goued, an Argenon, ar C’houenon). Dispartiañ a reont toleadoù bevennet-mat. Er su, er c’hontrefed, en em led stêrioù bihan an arvor atlantel, dezhe nebeut a zinaou ha muioc’h a adstêrioù (ar stêr Aon, an Oded, ar Skorv, ar Blavezh, al Loc’h) ha n’eus ket dioute bevennoù splann etre an eil tolead hag egile. En em deurel a reont holl er mor dre traoñiennoù aloubet gantañ abaoe ar veuzidigezh veur ziwezhañ : an aberioù a vez graet « rias » dioute, diwar ar galisianeg, e su ar Vro.

Bezañ zo eus ar genaouioù-stêr-se, heverk da stêrioù Breizh, ec’honennoù dibar e lec’h en em vesk an douar hag ar mor, fonnus ar vuhez enno ha talvoudus evit an dud hag o obererezhioù.

An Elorn, izeloc’h evit Landerne. Foto gant Riviere-elorn.n2000.fr – Paraflash

Dister ar poullennadoù dour-puñs

Tiriennoù ne vez ket miret mat an dour gant o c’hondon a vez douret gant an holl anezhe avat. Greunvaen pe maen-skent o c’hondonioù, n’eo ket stank ar poullennadoù dour-puñs enno. Er c’hontrefed zoken pa ya war-dro 80% eus an dour-glav d’ar mor e-korf un toullad deizioù (da lâret eo koulz ha 10, 4 milion m3 ar bloaz). N’eus nemet 20% eus ar pourvez-dour naturel hag a zeu eus ar poullennoù dindan-zouar, a gaver e reter ar Vro dreist-holl. E goueledennoù trede hoalad diaz Roazhon, e tachennoù atredek naoz ar Wilun hag e frailhoù don krag Arvorig emañ ar poullennoù nemete a c’heller tennañ ur mad bennak dioute. Er greunvaen avat, ha pa vefe frailhet, ha pa vefe poullennoù don en e gondon, ne vez ket silet ouzhpenn 3mm dour ar bloaz diwar 1m2 ! An dour eta, ha pa vefe puilh ar glaveier, n’eus ket ur gwall bourvez anezhañ e douaroù hag e kondon Breizh.

An Trev e Skiñvieg (22). Foto gant Dour ha Stêrioù Breizh

Liens

Thématique
Type d'article