Submitted by Anonyme (not verified) on
Corps de texte
Eus eil hanterenn an IXvet kantved betek 1199 e klaskas eskibien Dol lakaat o sez da gêr-vammiliz Breizh ha pa ne voe gwech ebet ur vammiliz eus Breizh. Bout ma zo bet eus un archeskob e Dol, peadra da vagañ ur seurt mojenn en danevellskridoù abaoe ar Grennamzer, biskoazh n’eo bet hennezh e penn ur gêr-vammiliz a vije bet holl eskoptier Breizh dindan he beli.

Kentañ taol Dol da sachañ ar palliom ganti

Bet savet e kerzh an VIIIvet kantved d’an abretañ, e oa eskopti Dol dindan beli arc’heskob Tours, hep mar na marteze, evel pep eskopti Breizh. War-dro 862-863 avat e kaver meneg eus un « tabut da gas goût piv eo arc’heskob ar Vreizhiz » en ul lizher bet kaset gant ar pab Nikolaz 1añ (858-867) da Salaün, roue Breizh (857-874). Degas ar vell d’ar gêr digant ar veleien frank, ha digant Roma kement hag ober, e oa Salaün hag eskibien Breizh o klask ober, da heul brizh-sened-iliz Koetlou  (849) réuni par Nominoë (ca. 830-851) bet bodet gant Nevenoe (war-dro 830-851) hep asant Tours, o c’houlenn e vije roet  ar palliom dezhe, war zigarez un henvoaz bet ijinet gante penn-da-benn.

Harp dic’hortoz Gregor VII

Ne oa ket bet ingalet an tabut pa varvas  Nikolaz 1añ . Ha pa voe kreñvaet strivoù Dol da zont da gêr-vammiliz gant ar reuz a oa bet da heul argadennoù ar Vikinged, ne oa ket aet holl eskibien Breizh a-du ganti, pell ac’hane. A-du gant Tours e chomas eskibien Naoned, Gwened ha Kemper betek fin an tabut. Afer-se, ha hep damant ebet da glemmoù Tours ha da grozadennoù Roma e krogas eskibien Dol, divezh-kaer, d’en em gontañ archiepiscopus (arc’heskibien). E 1076 avat e voe cheñchet penn d’ar vazh. Sevel a reas ar pab Gregor VII a-du gant goulenn Dol abaoe daou gantved, o lakaat Even (1076-1081) da arc’heskob kentañ Dol, gant ar soñj, moarvat, kas reform an Iliz e Breizh oc’h ober ur vammiliz diouti.

Mammiliz Dol harp ouzh ar rouaned anglo-Norman

Diell Hug (ar Rouz), arc’heskob Dol (

Diwezhatoc’h, ha pa oa bet dilezet raktres Gregor VII, e tapas eskibien Dol sachañ ar palliom gante ingal awalc’h, o kemer harp war an diviz kent-se moarvat hag o c’hoari gant an divoull ma oa doare o mammiliz, sañset. Splann ha brudet e oa an disrann etre Tours ha Dol e diavaez Breizh ha ken splann all an disrann savet evel-se e Breizh : diouzh un tu e oa harpet Tours gant an eskoptier (Roazhon, Naoned, Gwened ha Kemper) a oa duged Breizh mistri warne (Alan Fergant -1084-1115 ? -  hag e vab Konan - 1115-1148) pa ne voe harpet Dol nemet gant pevar anezhe d’ar muiañ, daou nemetken adalek 1122 : Sant-Brieg ha Landreger a oa dindan aotroniezh ar c’hont Stefan a Lambal-Gwengamp (1079-war-dro 1138), feal d’ar rouaned anglo-norman.

D’ar 1añ a viz Even 1199 e savas ar pab Inosant II a-du gant Tours ur wech da vat ha da viken. A-benn neuze e oa bet disoñjet, pell a oa, ar perag eus tabut mammiliz Breizh. Buhezioù Sent ha Danevelloù istorel a oa bet berniet gant eskibien ha kloareien Dol avat, kement ha sankañ anezhi donañ ma c’hallent. O mad a reas kentañ danevellourien hag istorourien Breizh eus an dielloù-se, d’ober diouzh Dol ar pezh n’eo bet gwech ebet : Mammgêr an iliz hag ar galloud politikel e Breizh unanet.

 

troet diwar ar galleg gant : J-D Robin

Levrlennadur

  • Conklin George, « Les Capétiens et l’affaire de Dol de Bretagne (1179-1199) », Revue d’histoire de l’église de France, t. 78, n° 201, 1992, p. 241-263
  • Duine François, Le schisme breton, l’église de Dol au milieu du IXe siècle d’après les sources, Rennes, 1915.
  • ID., La métropole de Bretagne. Chronique de Dol du XIe siècle et catalogue des dignitaires, Paris, 1916.
  • Guillotel Hubert, « Bretagne et papauté au XIe siècle », L’Église de France et la papauté (Xe-XIIIe siècle), Actes du colloque historique franco-allemand publiés par Rolf GROSSE, Bouvier, Bonn, 1993, p. 265-286.
  • ID., « Les origines du ressort de l’évêché de Dol », MSHAB, t. 54, 1977, p. 31-68.
  • Fougerolles Paula (de), « Pope Gregory VII, the archbishopric of Dol and the Normans », Anglo-Norman Studies, 21, 1998, p. 47-66.
  • Le Huerou Armelle, « L’archiepiscopus Dolensis au début du XIIe siècle : esquisse d’un catalogue des actes de l’archevêque Baudri (1107-1130) », in Le pouvoir et la foi au Moyen Âge en Bretagne et dans l’Europe de l’Ouest : mélanges en mémoire du professeur Hubert Guillotel, Joëlle Quaghebeur et Sylvain Soleil (dir.), Rennes-Landévennec, Presses universitaires de Rennes-Cirdomoc (Britannia monastica, 13-14), 2010, p. 261-279.
  • Chédeville André et Guillotel Hubert, La Bretagne des saints et des rois, Ve- Xe siècle, Ouest-France Université, Rennes, 1984.
  • Chédeville André et Tonnerre Noël-Yves, La Bretagne féodale, XIe-XIIIe siècle, Rennes, 1987.
  • Everard J.A., Brittany and the Angevins, Cambridge, 2000.
  • Giot Pierre-Roland, Guigon Philippe, Merdrignac Bernard, Les premiers Bretons d’Armorique, PUR, Rennes, 2003.
Thématique
Type d'article