Gwriziennet eo sevenadur Breizh e istor hec’h annezidi hag e liested hec’h endro gentañ. Mein-vamm liesseurt a ro lusk d’he maezioù brokus, eus al lanneier rust betek an aodoù kuñv.
Un annezadur a van da van
War-dro 650 000 bloaz zo e tegouezhas ar c’hentañ hendud war an douaroù-mañ, war a ziskouez ar binvioù-maen gros awalc’h (choppers ha chopping tools) bet dizoloet betek-henn. Diwar-neuze e tremenas ar pobladoù kentañ-se eus an eil prantad skornañ d’egile (Mindel, Riss ha Würm), eus ar c’hlask boued a lec’h da lec’h d’ur gantreerezh frammet diwar ar chase. War-dro 6 000 bloaz kent JK en em stalias o meuriadoù, deuet da vezañ labourerien-douar ha saverien chatal, war tiriadoù bevennet.
Bevenniñ tiriadoù
Perc’hennañ a reas ar pobladoù-se tiriadoù pourvezet mat ha bevennet gant an torosennadur (stêrioù, uhelennoù, tornaodoù…) ha kregiñ a rejont da zifraostañ. Strollet e oa o annez damdost d’an dour. War ar c’hrec’hennoù tro-war-dro e savjont bezioù ramzel. Etre an uhelennoù gouestlet d’an Anaon hag an traoñiennoù gouestlet d’ar vuhez e tennent o mad eus ar c’herreg evit sevel parkadoù peulvanoù. An teir zachenn distag-se a ya d’ober un tiriad neolitik. Daoust da dismantroù an amzer ha d’an adlodennañ parkoù e tiskouez ar roudoù-se, a weler splann c’hoazh un tamm e pep lec’h e Breizh, peseurt mod e oa strevet ar pobladoù-se, labourerien-douar ha saverien chatal anezhe.
Ur savouriezh hag en em dro

Testennioù eus deroù an neolitik e Breizh war-dro 5 000 kent JK eo ar meurvein liesseurt a weler c’hoazh un tamm e pep lec’h er vro. Ramzel e oa ar re gentañ anezhe, kuit a emdroadur ebet. Tolzadoù bras-eston eo savadurioù an neolitik kentañ, ar Krugell (pe karn) , bezioù a-stroll anezhe, koulz hag ar peulvanoù (ken uhel ha 18,5 m e oa peulvan bras torr Lokmariaker). Mont a reas o ment war vihanaat hag o stumm war liesaat goude-se bep ma veze savet muioc’h-mui dioute a-hed an 3 000 bloaz a yeas d’ober an neolitik e Breizh. Ne voe ket savet meurvein ken adal ma voe mestroniet labour ar metalioù (deroù oadvezh an arem war-dro 2 200 kent JK) gant ar gevredigezh, aet beg he renkadur war strishaat c’hoazh. Talvezout a ra studi sevenadur ar meurvein da glask kompren mod preder ar pobladoù-se.
Marevezh ar c’hrugelloù
Kerkent ha stabilet o annez e krogas an dud da gempenn kêrioù an Anaon, krugelloù bras anezhe, meur a vez enne, lec’hiet war an uhel, pell eus lec’hioù ar vuhez. Doujañs d’an Anaon, azeulidigezh zoken a hini a fellas dezhe diskouez o sevel ur pezh bez a-stroll, troet he c’hein ouzh ar mor, war veg Barnenez e Plouezoc’h. Div lodenn a ya d’ober an hir a grugell-se, meur a vez enni, 75 m he hed, 22 m he led ha bet uheloc’h evit 6 m moarvat. Savadurioù a seurt-se a gaver e Gwalarn Frañs koulz hag e arvor Breizh hag en argoad evit darn anezhe, a-hed ar stêrioù, evel krugell Ti Floc’h e Sant-Toz (29). Krennet e voe tolz ar c’hrugelloù tamm-ha-tamm, enne bezioù dishañval, hervez al lec’h hag an danvez anezhe. Unan eus div grugell ar Vein Gozh Ruz - an Arkust, Kolpoù (56) - zo c’hwec’h bez enni a-bep tu d’un trepas. E lec’hioù all, evel er Grugellig e Plañvour (56) e oa ar c’hambreier kazelet, pe logelloù speurennet enni evel e Mane-Kroc’h en Erdeven (56). Ur savadur hep e bar er prantad-se eo krugell Gavriniz, e kumun an Arvor-Baden (56), dezhi kalz a vein-sav kizellet.
Marevezh an alezioù to
Dilezet e voe tamm-ha-tamm ar bezioù bras a-stroll-se ha savet e voe alezioù to en o lec’h, a bep eil gant taolioù-maen korn pe kazelet. Kavet e vez savadurioù a seurt-se eus genou al Liger betek hini ar Blavezh, taol-vaen Kernourz er Bonoù (56) en o zouez, pe c’hoazh hini ar Weremm war ragenez ar C’havr (56).
Alezioù to zo bezioù hir anezhe, strishaet toull o dor. E lec’hioù zo eo digor logell (cella) ar bez tro-kein an dar-dal. Savet eo bet an alez to gant daroù greuvaen, mikachist pe sklent (chist) en o sav, goloet gant taolioù maen bras. Goloet e vezent gant ur grugell, bevennet a-wechoù gant ur voger daroù bihan en o sav.
Savadurioù dibar a gaver ivez, evel alez to meurdezus Maen-ar-Boudiged en Ezieg (35) ha relegoù alez an Taoligoù e Kornon (56), taolioù-maen o forchedoù doare Bro-Añjou anezhe.

Eus ar peulvanoù ramzel d’ar parkadoù peulvanoù
Muioc’h-mui a strolladoù bras a voe savet neuze war gwazhiennoù mein menezioù Breizh. A-hed turumennoù su-Breizh, eus ar reter d’ar c’hornog pe dost, emañ ar re heverkañ anezhe, niverusoc’h c’hoazh e komunioù an Drinded, Karnag ha Plouharnel (56). E pep lec’h e kaver strolladoù mein sav : e Monteneg (ar Vein sonn / les Pierres droites) hag e Langidig (Kêrsolan) paneveken, evit ar Morbihan ; e Sant-Yust (Cojoux), Langon (an Dimezelled), Landean (Tortis an Drouized) en Ill-ha-Gwilun ; e Kameled (al Lagad-Yar), Ploveur (Kêrflant) e Penn-ar-Bed ; e Plelin-Tregavoù (steudadoù ar Reier) e departamant an Arvor..
Peulvanoù da betra ?
En em astennet eo hag en em droet eo ar savadurioù mein sav-se a-hed miliadoù a vloavezhioù. N’eus liamm sklaer ebet etreze hag ar sebeliañ. Testennioù eus darvoudoù a-bouez evit pobladoù neolitik o hengoun dre gomz a oa dioute kentoc’h. Diaes eo c’hoazh avat kompren talvoudegezh an engravadennoù a gaver war darn anezhe. Ne c’heller ket o stagañ ouzh ar steredoniezh kennebeut all p’eo bet reteriet ar steudadoù-se kentoc’h diouzh ar pourvez mein a oa a-rez al leur.
Ur rummad savadurioù all eo ar sernoù meinveur, damgelc’hiek pe pevarzuek anezhe, a veze graet kromlec’hioù anezhe gwechall. Ne ouier koulz lâret netra diwar talvoudegezh ar savadurioù-se deuet war-wel en eil hanterenn eus ar prantad neolitik. Ha stag int ouzh ar steredoniezh ? Ouzh an Anaon ? N’eo ket an nebeut arc’hadoù ludu bet dizoloet tost d’ar sern doubl war Enez er Lannig er Morbihan evit reiñ un respont sklaer deomp war gement-mañ.
Forzh pe stumm ha forzh pe talvoudegezh a vije d’ar savadurioù meinveur e tiskouez o niver hag o emled e oant bet savet gant pobladoù frammet-mat o c’hevredigezh, stabil o annez ha frouezhus awalc’h o labour evit gallout gouestlañ nerzh hag amzer da seurt oberennoù. Testennioù zo dioute c’hoazh, en deizioù a-vremañ, eus identelezh sevenadurel greñv ar pobladoù bet savet Breizh gante.
Levrlennadur :
- Briard Jacques, Dolmens et Menhirs, Éditions Gisserot, 1990.
- Briard Jacques, Gautier Maurice, Leroux Gilles, Les Mégalithes de Saint-Just, Éditions Gisserot, 1993.
- Giot Pierre-Roland, L’Helgouac’h Jean, Monnier Jean-Laurent, Préhistoire de la Bretagne, Éditions Ouest-France, 1979.
- Lecerf Yannick, Les Mégalithes de Monteneuf, Éditions Gisserot, 2001.
- Lecerf Yannick, Les Pierres Droites, Réflexions autour des menhirs, DAO, 1990.
- Lecerf, La Bretagne préhistorique, les peuplements des origines à la conquête romaine, Skol Vreizh, 2014.
- Le Roux Charles-Tanguy, Gavrinis, Éditions Gisserot, 1995.
- Le Roux Charles-Tanguy et Lecerf Yannick, Le grand cairn de Barnenez, mausolée néolithique, Éditions du Patrimoine, 2003.
renabloù pezh-Maen
- Inventaire des Côtes-d'Armor
- Locmariaquer: le Grand Menhir Brisé d'Er Grah
- Mégalithes du Morbihan
- Mégalithes du Morbihan littoral
Dañnvez :
Alignements de Carnac : un lieu pour les dieux ? Un calendrier solaire ? C'est ce que propose de nous faire découvrir le site Panorama de l'art de la Rmn-Grand Palais.
- Kreizenn ar Monumantoù broadel :
http://www.culture.gouv.fr/culture/arcnat/megalithes/index.html
Malizenn pedagogel diwar benn steudadoù Karnag :
http://www.monuments-nationaux.fr/fichier/edu_doc/6/doc_pdf_fr_edumonume...
Darempred :
-
Les alignements de Carnac
Service d’action éducative
BP 152
56343 CARNAC
Tél : 02 97 52 77 95 ou 02 97 52 77 31
Fax : 02 97 52 77 96
Contact : Jean-Michel BONVALET
jean-michel.bonvalet@monuments-nationaux.fr
- http://bla-bla.cycle3.pagesperso-orange.fr/histneol.htm
- http://ddata.over-blog.com/xxxyyy/4/10/64/08/histoire-des-arts/docvisite...
Mirdi :
Levrioù bugaleaj :
- Corinne Albaut, Nathalie Muraret, Illustrations Bruno Pilorget, Dolmens et menhirs. Carnac Locmariaquer, 48 p.
- http://editions.monuments-nationaux.fr/fr/le-catalogue/bdd/livre/434
- Jean-Pierre Mohen, Les mégalithes, pierres de mémoire, Découverte Gallimard, 1998, 176 p.
Video
- C’est pas sorcier : le néolithique, un tournant pour l’humanité
- Film la vie quotidienne en Bretagne il y a 6000 ans
- Mythes et mégalithes, film de Ronan Pollès, ARTE, 1989
- Les alignements mégalithiques de Belz-Kerdruellan
arz a vremañ :
