Submitted by Anonyme (not verified) on
Corps de texte
Teska danvez an etnolouzaouriezh n’eo ket dastum plant an hini eo, evel ma kred da dud zo. Serriñ gouiziegezh ar bobl ha troioù-dorn bet prenet ganti diwar ar plant-se an hini eo, dre zastum testenioù. Aboae kantvedoù, e Breizh evel e lec’h all zo bet tud dedennet gant an impljoù a vez graet eus al louzeier eus an eil lec’h d’egil.

Betek an XVIIIvet kantved : an istor naturel o voulc’hañ hent al louzaouriezh

Skouerenn ul levr istor naturel o renabliñ perzhioù kaer al louzeier : Histoire des plantes qui naissent aux environs de Paris, avec leur usage dans la Médecine, bet skrivet gant an Ao. Pitton Tournefort e 1698. Diwar Gallica.bnf.fr / Levraoueg vroadel Bro-Frañs
Abaoe pell zo bet tud dedennet gant implijoù poblek al louzeier, ha pa ne oa ket kaoz eus an etnolouzaouriezh evit c’hoazh. Kaoz e oa dija, e levrioù an istor naturel, eus ar skiant-se hag eus an implijoù stag outi. Dilezet e voent un tamm mat avat pa voe diorreet ar renkadur skiantel gant Linné (1707-1778) adalek 1773. Adal neuze e voe rannet skiant al louzeier e daou : al louzaouriezh diazez diouzh un tu, o plediñ gant renkadur ar plant ha taolennadur o doareoù, hag al louzaouriezh pleustrek diouzh an tu all…. Laosket e voe ar bobl he fri war gloued ar jardrin gant ar skiantourien a gavas gwelloc’h latinekaat anvioù ar plant kentoc’h evit renabliñ teñzor o holl anvioù-pobl.

Eus an XIXvet betek deroù an XXvet kantved : sell ar folkloristed ouzh bed al louzeier

Poltred Paul Sebillot war-dro 1900, bet embannet e Geriadur etrebroadel ar fokloristed kenpred gant Henry Carmoy e 1903. Diwar Berose : Holloueziadur enlinenn istor an antropologiezh ha skiantoù an etnologiezh.
Abaoe kreiz an XIXvet kantved betek deroù an XXvet kantved e oad krog d’ober stad eus implijoù-pobl ar plant e Bro Frañs, dre an dastumadegoù bet kaset gant ar folkloristed, ha da verzout e oant lakaet en arvar gant araokadennoù ar greanterezh. Fonnus e oa bet an eostad e Breizh, hag e Breizh-Uhel muioc’h c’hoazh, a-drugarez da labour divent Paul Sébillot (1843-1918). Meneget e voe ennañ an implijoù eus al louzeier koulz hag ar re a veze graet eus ar gwez, e-touez a-bep seurt traoù all : ar vezegiezh-pobl koulz hag ar soñjezonnoù stag ouzh al louzeier – kaoz a veze eus « brizhkredennoù » neuze – a oa ar folkloristed sot-pitilh gante.

Ar bloavezhioù 1960 : al louzeier dre sil sokiologiezh ar maezioù

Bep ma veze diorreet an etnologiezh en tiriennoù a oa dindan beli ar Stad c’hall, goude an eil brezel bed dreist-holl, e tiskouezas un tamm mat a glaskerien bezañ troet d’an implijoù a veze graet eus al louzeier gant ar bobl da bareañ kleñvedoù. En em dreiñ a reas reoù all d’an atizanelezh, o plediñ gant teknikoù ar c’horf hag ar jestroù. E Breizh avat n’ec’h eas ket an etnologourien gwall bell war an hent-se. Sokiologourien ar maezioù an hini eo, kentoc’h, a stagas gant an etnolouzaouriezh, evit a sell ouzh ar plant a veze gounezet dre al labour-douar hag ouzh ar ouiziegezh hag an ampartiz stag oute. Prantad ar cheñchamantoù bras el labour-douar e oa neuze ha troet e voe kalzik a glaskerien gant skeudenn « ar peizant » gwechall, evel Edgar Morin e 1967 diwar gomun Plozevet pe Pêr-Jakez Helias en e levr hollvrudet « Marc’h al loc’h »..

Un devezh-dornañ en ur menaj e komun Brignogan (Penn-ar-Bed) e deroù an XXvet kantved. Levy ha Neurdein, kenembannerien. Diwar Cartolis

Ar bloavezhioù 1970 : an azginivelezh en tu all d’ar sonerezh ha d’ar c’han hengounel

Brudet eo ar bloavezhioù 1970 da vezañ bet prantad meur an dastum sonerezh ha kanaouennoù e maezioù Breizh. Bet zo dastumerien o plediñ gant teskoù all er bloavezhioù-se ivez. Aezetaet e oa bet o labour dre ma teue ar binvioù sonenrollañ da vezañ marc’hadmatoc’h-marc’hadmatañ ha dre ma c’helled leuskel ar vilin da valañ didrouz e-keit ma talc’hed gant ar gaoz. Evit al louzeier, dastumet zo bet remedoù dreist-holl, pe testennioù diwar ar boued pe al labour-douar gwechall. Diskouez a ra an dafar-se pegen ledan ha liesseurt eo bet implij ar plant e Breizh, ha pegen stank eo bet darempredoù an dud gante, koulz gant louzeier ar maezioù ha gant ar re a veze gounezet.

Ar bloavezhioù 2000 : deuet an etnolouzaouriezh da vezañ diouzh ar c’hiz

Er bloavezhioù 2000 an hini e krogas tud a youl-vat, tud a-vicher ha klaskourien da zastum danvez an etnolouzaouriezh da vat e Breizh. Dek vloaz war-lerc’h ez embanner bremañ al levrioù kentañ war an danvez bet serret neuze. Skrivet en deus Daniel Giraudon diwar an troioù-lavar a denn ouzh al louzeier ; oc’h embann e zastumad enklaskoù emañ ar rouedad Flora armorica ; hag o plediñ gant mezegiezh ar bobl emañ Christophe Auray. Tiriadoù bras zo bet studiet e-giz-se : Kerne-Uhel, Bro Redon, Bro Roazhon. Kaset zo bet enklaskoù gant mirvaoù rannvro an natur hag ekomirdier zo, ha savet zo bet rouedadoù teska ha kevredigezhioù arbennikaet war an danvez-mañ.

Un dafar bras (Levrioù kozh, dielloù paper, son pe skeudenrolladennoù) zo bremañ diwar ar ouiziegezh o tennañ d’an etnolouzaouriezh e Breizh. Talvezout a rafe ar boan bezañ anavezet muioc’h evit n’end eo. Testenioù diwar an implijoù-bet eus ar plant ac’h a d’ober an dafar-se a c’hallfe degas keleier prizius evit o implijoù da zont.

Bibliographie

  • Auray Christophe, Enquête sur les remèdes traditionnels en Bretagne, Rennes, Ouest-France, 2011.
  • Bienvenu André, La santé en pays gallo : anatomie, maladies et médicaments naturels. Le portement en Haote-Bertagne : filomie, maos et deus, rmaedes et ‘herbolées  avec également les boissons de convivialité, Rennes, Rue des Scribes Éditions, 2009.
  • Carlier Viviane, Créachcadec Florence, Gall Laurent, et Le Gall Myriam, Savoirs populaires sur la flore en Centre Ouest Bretagne : Dastumadeg kentañ. Premières cueillettes. Flora armorica, 2011.
  • Giraudon Daniel, Du chêne au roseau ; traditions populaires de Bretagne, Fouesnant, Yoran Embanner, 2010.
  • Mériaux Maëlle, « Ethnobotanique : une dynamique de collectage qui essaime en Haute-Bretagne, Musique bretonne, n° 240, 2014, p. 24-28.
  • Morin Edgar, Commune en France. La métamorphose de Plodémet, Paris, Fayard, 1967.
  • Sébillot Paul, « Les arbres & les plantes », Traditions et superstitions de la Haute-Bretagne, Paris, Maisonneuve & Larose, 1882.
Thématique
Type d'article